
D’an 20 a viz here e oa tolpet kuzul departamant Pireneoù Atlantek e Pau. Iker Elizalde, un abertzale, kannad departamant eus Hendaia/Hendaye e anv EH Bai, a ginnigas e vefe anavezet an euskareg en departamant a-bezh. Goude bezañ bet preget e galleg e kendalc’has en euskareg. Ne c’hellas ket mont pell gant e brezegenn rak […]Espace publicitaire · 300×250







